Breton 

Ar Rouedad da gas war-raok liesseurted ar yezhoù zo ur rouedad hag a c’holo Europa a-bezh. Enframmañ a ra ar yezhoù rannvroel, ar yezhoù bihanniver, ar yezhoù henvroat, ar yezhoù a bep tu d’an harzoù, hag ar yezhoù broadel bihan, gant ar pal kas liesseurted ar yezhoù war-raok e-barzh Europa liesyezhek. 

Krouet e oa bet e 2007 war-lerc’h un heuliad emgavioù etre burevioù yezhel gouarnamantel hag AMG arbennikaet war diorroadur hag adsav ar yezhoù implijet nebeutoc’h en Europa.

En deiz hiziv, ar rouedad he deus bet arc’hant digant Programm Europa evit ar stummerezh a-hed ar vuhez. Implijet e vo ganti da ziazez evit en em lakaat da aozadur pennañ da gas war-raok ha da ziorren ar yezhoù implijet nebeutoc’h en Europa.

Pal ar rouedad, a-benn ar fin, eo krouiñ un endro ma vo kaset war-raok a-zevri al liesyezhegezh, liesseurted ar yezhoù ha deskerezh ar yezhoù evit tud a bep seurt oad, rak tost 50 milion a geodediz en Europa, da lavaret eo 10% eus poblañs Unaniezh Europa, a gomz hiziv an deiz ur yezh rannvroel pe bihanniver.

Partners

Welsh Language Board Akademy Basque Government Bwrdd yr Iaith Ciemen Conseil Regional de Bretagne Estonia2 Folktinget Foras Friesland Gaelthact Galicia Iaith Cyf Linguamon IEO Mercator Mercator Cyfryngau RGB Maga Sami

Membership

The NPLD acts to share best practice in language planning and to set up joint, funded language projects between its members.

Find out more

Contact Us

For all general enquiries, please use the following e-mail address:

post@npld.eu

More contact information